12 a viz kerzu 1999 : Er-maez da aodoù Kreizsteiz Breizh en doa graet peñse an eoullestr ERIKA. Al lestr-karg, kozh 25 bloaz, feurmet gant ar stroll gall Total, a oa bet kaoz d’ur pezh lanv du. 20000 tonennad a vazout a oa bet lezet da redek er mor.
D’an 23 a viz kerzu 1999 e oa bet Plañvour ar gumun gentañ en douar-bras é vout tizhet gant ar gweleadoù tireoul. Gant ar gwallreuz-se e oa bet mantret holl dud ar gumun, da gentañ. E-leizh a dud, dilennidi, annezidi, kevredigezhioù, servijoù kêr a oa em vodet. Naetaet o doa an aodoù. Degaset o doa o lod evit krenniñ efedoù ar saotradur ar an ekoreizhiad. Diaes, hir ha poanius e oa bet al labour-se met un dra hollbouezus e oa. E-pad 12 vlez e oa strollegezhioù tiriadel ha kevredigezhioù da wareziñ an natur é stourm evit ma vehe kondaonet an holl obererion er chadennad kiriegezh, en o zouez ars troll tireoul Total, hag evit ma vehe anavet ar gaou ekologel.
Gant an teulfilm-mañ e taolenner, dre reuz peñse an Erika, petra eo ar gaou ekologel. Diskouez a reer e vez tizhet anterinded Mab-den gant seurt darvoudoù skrijus, diskouez a reer ivez e c’houzañv, ent psikologel, an dud gloazet evel-se, ha pegen diaes e oa bet d’ar c’hevrennoù keodedel lakaat anaout o gwirioù.
Ur sell ar-drenv ar ur gwallreuz ekologel hag a oa bet darbet dezhañ bout ur gwallreuz barnerezhel ivez.
© Trigone Production – Janvier 2013 * Réal Christophe Hoyet
Info de Reddit: CryptoDan First Hit Stitch ,Remix And Sequence Article rédigé par /u/NoTangelo642; Reddit. Relayé sur maires-martinique.org le 24 février 2024 à 2h11: « Now At Click Click About CryptoDan At Click Click submitted by /u/NoTangelo642 [link] [comments] » Lien complémentaire: https://www.reddit.com/r/Caribbean/comments/1aygpue/cryptodan_first_hit_stitch_remix_and_sequence/ L’image présentée ici n’est pas exactement celle de l’article original car le […]